Annum
An annum (« bloazĀ Ā» e latin), a e arouez, zo un unanenn da vuzuliaƱ an amzer ha n'eo ket un unanenn eus Reizhiad an unanennoù etrebroadel (SI). Talvezout a ra ur bloavezh juluan, da lĆ¢ret eo 365,25Ā deiz[1] pe 31,557Ā 6Ā ĆāÆ106Ā eilenn. Implijet e vez e diskiblezhioù skiantel disheƱvel e-giz ar paleogenetik, skiantoù an Douar pe skiantoù an hollved, pe ar fizik nukleel, da vuzuliaƱ ar paderezh e skeuliadoù amzer filogenetek, geologek, astronomek pe prantadoù radioelfennoù. Emsav eo da vuzuliaƱ prantadoù brasoc'h evit ar bloaz, rak re vihan e vefe an unanenn SI (an eilenn) evite.
lieskementoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dereout a ra an annum da vuzuliañ prantadoù hir. Implijet e vez dreist-holl e tri stumm disheñvel  :
- Ka (kiloannum), ar milvedĀ ;
- Ma (megaannum), ar milion a vloavezhioù ;
- Ga (gigaannum), ar miliard a vloavezhioù.
Erbedet eo an arouezioù etrebroadel-se gant ar reolad ISO 80000-3:20061 e stagadenn an unanennoù n'int ket unanennoù SI[2].
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dibaot a-walc'h e vez implijet an annum (a) en e-unan. Kavet e vez e rolloù prantadoù skinoberiant, gant e rakgerioù, gant an deiz (d), ar munut (min) hag an eilenn (s).
Rouez a-walc'h ivez e vez implij ar c'hiloannum (ka). Graet e vez gantañ evit oadoù izeloc'h evit 100 000 vloaz, evel re ar c'harbon 14 (1 betek 50 ka).
Implijet e vez ar megaannum (Ma) da zeskrivaƱ emdroadur ar vuhez. C'hoarvezet eo an darzhadenn gambrian etre ā541Ā ha ā530Ā Ma. Diwezh an dinosaored a erruas 66Ā Ma zo ha donedigezh ar genad Homo war-dro 2,5Ā Ma zo. Implijet e vez atav an unanenn-se en amzer dremenet. MuzuliaƱ a reer adalek un « hizivĀ Ā» ha n'en deus ket ezhomm da vezaƱ resis war-bouez un nebeud bloavezhioù pe un nebeud kantadoù a vloavezhioù peogwir eo bihan resisted an deiziadoù muzuliet gant an unanenn-maƱ[3].
Implijet e vez ar gigaannum (Ga) pa gomzer eus bloaziadoù liammet ouzh Istor an Douar (eonoù, marevezhioù ha prantadoù geologek), Istor Koskoriad an Heol pe hini an hollved. Krouet eo bet an Douar un tamm ouzhpenn 4,5 Ga zo (4,5 miliard a vloavezhioù) hag istimet eo oad an hollved da 13,8 Ga. Graet e vez ivez gant ar gigaannum da gomz eus hanter-vuhez radioelfennoù zo : da skouer, 48,8 Ga evit ar rubidiom 87.
Notennoù
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- ā Anv a zo amaƱ eus deizioù "standards", dezhe 86 400 eilenn en un doare resis, ha n'eo ket eus devezhioù gwirion, rak kreskiƱ a ra o fad eus div vilieilenn dre gantved
- ā ISO 80000-3:2006 Grandeurs et unitĆ©s -- Partie 3: Espace et temps. KavetĀ : 26 juillet 2017..
- ā Ur c'hemm a ur milved, pe dek kantved, e-keƱver ur milion a vloavezhioù, a dalvez ur feur fazi a 0,1Ā %. Roet e vez ar feurioù fazi rakjedet e muzul an amzerioù geologel en ur feson ofisiel gant ar Bodad etrebroadel stratigrafiezh (ICS). Mont a reont eus ur c'hantved da 4 Ma evit ar prantadoù termenet-mat hag anavet gant an ICS.