Mont d’an endalc’had

Brezel 1812

Eus Wikipedia
Brezel 1812
brezel
Rann eusBrezel an tri-ugent vloaz, United Kingdom–United States relations Kemmañ
KevandirNorzhamerika Kemmañ
BroStadoù-Unanet Kemmañ
Lec'hMeurvor Atlantel, Meurvor Habask, Norzhamerika Kemmañ
Deiziad kregiñ18 Mezheven 1812 Kemmañ
Deiziad echuiñ18 C'hwevrer 1815 Kemmañ
EfedStatu quo ante bellum Kemmañ

Brezel 1812 a oa bet stourmet etre Stadoù-Unanet Amerika hag o harperien enebet ouzh ar Rouantelezh-Unanet hag he harperien en Norzhamerika. Kroget e oa p'o doa ar Stadoù-Unanet disklêriet ar brezel da Vreizh-Veur d'an 18 a viz Even 1812. Memes ma voe kavet un diskoulm dre emvodoù e miz Kerzu 1814 ha sinet Skrid-emglev Gent, ne oa ket bet paouezet ar brezel en un doare ofisiel betek ma vije sinet ar skrid-emglev peoc'h gant Kendalc'h ar Stadoù-Unanet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1815.

An tennderioù etre ar Saozon hag ar Stadunaniz a oa diazezet war c'hoantoù tiriadel kozh en Norzhamerika hag an harp saoz da Amerindianed Kevredad Tecumseh, hag a oa o stourm ouzh an trevadenniñ stadunanat en Tiriad ar Gwalarn. E 1807, an tennderioù-se a oa aet war washaat goude ma oa bet ar Royal Navy o lakaat bec'h war ar c'henwerzh stadunanat gant Bro-C'hall hag o lakaat gwask war ar vartoloded da vont er morlu, zoken war ar re deuet da vezañ Stadunaniz. Ar meno foran er Stadoù-Unanet a oa rannet war an doare da respont, met ar muianiver a oa bet er Vodadenn vroadel hag e Sened ar vro o votiñ an disklêriadur brezel e miz Even 1812. Disrann a oa er bobl gant un troc'h politikel anat etre ar Strollad Demokratel a oa evit ar brezel, tra ma oa ar Strollad kevredadelour a-enep krenn.