Mont d’an endalc’had

FR-F2

Eus Wikipedia
Fusil à Répétition Modèle F2


Ur fuzuilh FR-F2 war he daoubez, gant ul lunedenn SCROME J8.
Kinnig
Bro Bro-C'hallĀ Bro-C'hall
Doare Fuzuilh-resisted
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munision 7,62 Ɨ 51 mm NATO
Ijiner Paul TelliƩ (stumm orin FR-F1)
Produer GIAT Industries
Mare implij 1985 – 2023 (arme Bro-C'hall)
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 5,1 kg
Hirder 1Ā 138 mm
Hirder ar c'hanol 600 mm

Endalc'h Karger fiƱv 10 kartouchenn
Adstummoù FR G1, G2 ha G3
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An FR-F2 (evit Fusil à Répétition Modèle F2) e oa ar fuzuilh-resisted standart en arme c'hall etre 1985 ha deroù ar bloavezhioù 2020. Produet e oa gant GIAT Industries.

Deveret eo eus an FR-F1 bet ijinet gant ar Gall Paul TelliĆ© hag a oa e servij en arme c'hall a-raok ivez. Armoù dre vorailh int, kambret e 7,62 Ɨ 51 mm, pourveziet gant kargerioù fiƱv 10 tenn. Ar cheƱchamantoù pennaƱ e-keƱver an FR-F1 eo ar c'hanol hag an daoubez nevez, hag ur warez termek a-us d'ar c'hanol. Diwar ar 6Ā 000 fuzuilh FR-F1 produet, tro 3Ā 500 a voe treuzfurmet e FR-F2[1].

Stummoù marc'hadmatoc'h, hag a implije morailhoù dreiststok ar MAS M1936/51, a voe produet er bloavezhioù 1990, dindan an anvioù FR G1, FR G2 hag FR G3. An FR G2 a voe implijet un tamm gant an aerlu gall. An FR G3 a voz gwerzhet war ar marc'had sivil evit ar chaseourien, kambret e 7mm-08[2].

E 2020, Ministrerezh an Armeoù gall en doa boulc'het ur galv da ginnigoù evit 2 600 fuzuilh-resisted nevez da gemer plas an FR-F2[3]. Ar SCAR H-PR produet gant FN Herstal a c'hounezas ar marc'had ; ar skouerennoù diwezhañ eus an arm zo bet pourveziet d'an arme c'hall e 2023[4].

  1. ↑ (en) Ian McCollum, The French FR-F2: Best of the Cold War Sniper Rifles, Forgotten Weapons, 26/11/2021 (lennet d'ar 16/11/2026)
  2. ↑ (en) Maxim Popenker, FR F2, FR G2, FRF2, FRG2 Sniper Rifle (France), Modern Firearms (lennet d'ar 16/11/2026)
  3. ↑ (fr) Laurent Lagneau, La Direction gĆ©nĆ©rale de l’armement lance un appel public Ć  la concurrence pour 2.600 fusils de prĆ©cision, Opex 360, 18/08/2020 (lennet d'ar 16/11/2026)
  4. ↑ (fr) La DGA a rĆ©ceptionnĆ© les 655 derniers fusils de prĆ©cision SCAR war lec'hienn an DGA, 09/02/2023 (lennet d'ar 16/11/2026)
  5. ↑ (en) French FR2 Sniper Rifles in Ukraine, The Armourer's Bench, 10/03/2024 (lennet d'ar 16/11/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan