Mont d’an endalc’had

Landivy

Eus Wikipedia
Kumunioù Frañs
Landivy

An ti-kêr
Melestradurezh
RiezFrañs Frañs
RannvroBroioù al Liger
Bro hengounelMaine
DepartamantMayenne)
ArondisamantMayenne
KantonGorron
EtrekumuniezhBocage Mayennais
Kod INSEE53125
Kod post53190
MaerClaude Hamel
(2026-2032)
Douaroniezh
48° 28' 51.891" N – 01° 04' 39.764" K
Gorread28,54 km²
Uhelderioù
• kreiz
• izelañ
• uhelañ

161,5 m
92 m
231 m
Poblañs
hep kontoù doubl
1 094 (2023)
Stankter38 den/km²

Internetlandivy.fr

Landivy zo ur gumun e departamant Mayenne e Bro-C'hall.

Pennlec'h ur c'hanton e oa betek 2015, ar bloaz ma voe staget ouzh kanton Gorron[1].

Lec'hanvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust d'an anv Landivy seniñ evel un anv-lec'h brezhonek, ne zeu ket eus Lann- (ul lec'h relijiel er Grennamzer uhel) + Divi ; biskoazh n'eus bet komzet brezhoneg e Mayenne.

Testeniekaet eo ar stumm Landevico en XIvet kantved[2], diwar an anvioù gallek kozh lande ("douar fraost", diwar ar galianeg *landa) ha vic ("kêriadenn", diwar al latin vicus).
Iskis avat eo ar gerdarzh-se, pan eo anvioù-tud eil tamm holl anvioù-lec'h e lande er c'horn-bro-se ; an anv-den « Divi » eo divy marteze(Daveoù a vank), peogwir emañ Landivy war harzoù Breizh.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur maen-sonn eus amzer ar C'halianed zo bet kavet e Landivy ; e-tal an ti-kêr emañ bremañ.

An deog-holen, a zegase war-dro 6% eus pinvidigezh ar rouantelezh c'hall, a redie an dud da brenañ kalz holen. E Landivy e ranked paeañ 59 lur evit 50 kg holen, pa oa 2 lur ar priz e dugelezh Breizh – met uhel ivez e oa ar priz evit treuziñ an harzoù ; floderien neuze a dreizhe an Airon davit holen e Breizh, a adwerzhent e Landivy marc'hadmatoc'h eget ar priz ofisiel met gant ur gounid bras bepred[3].

Tri hent-houarn strizh a gase eus Landivy da Laval ha Mayenne en departamant, ha da Saint-Hilaire-du-Harcouët e Manche. E 1938 ha 1939 e voe serret al linennoù-se, kirri-boutin o erlerc'hiañ outo.

Brezel-bed kentañ

Da 1 844 den e save poblañs Landivy e 1911 ; 94 gwaz a gollas o buhez er brezel, eleze 4,5% eus ar boblañs[4]. Unan anezho, ar serjant François Auguste Romain Vannier (1890-1914), bet lazhet d'ar 24 a viz Eost 1914 e Charency-Vezin e Meurthe-et-Moselle, a gelenne er skol a zoug e anv bremañ[5].

Eil Brezel-bed

A-c'houde skrapadeg ar Vel' d'Hiv e miz Gouere 1942 e voe savet e Landivy meur a rouedad Rezistañs evit saveteiñ bugale yuzev, a lakaed da emzivaded en abeg d'ar brezel hag a veze fiziet e kouerien o mage, o desave, o skoliatae hag o gwareze ; war-dro 70 bugel a voe saveteet en doare-se[6],[7]

D'an 3 a viz Eost 1944 e voe dieubet Landivy gant 358th Infantry Regiment an U. S. Army[8].

Emañ Landivy war harzoù an departamant Mayenne, stok ouzh an departamantoù Il-ha-Gwilen e Breizh ha Manche e Normandi.

Kumunioù amezek
Rod an avelioù Les Loges-Marchis (Manche)
Louvigneg-an-Dezerzh (Breizh)
Savigny-le-Vieux (Manche) Savigny-le-Vieux
Buais-Les-Monts (Manche)
Rod an avelioù
Louvigneg-an-Dezerzh N Fougerolles-du-Plessis
K    Landivy    R
S
Bazeleg-an-Dezerzh (Breizh)
Pontmain
Saint-Mars-sur-la-Futaie La Dorée

Div stêr a red dre ar gumun : an Airon (41,8 km he hirder ; un adstêr d'ar Sélune eo) hag he adstêr Cambre (15,2 km).

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
1790 Jean Baptiste Maximilien Voillaume Person
1793 R. Clouard
1793 Hossard
1798 Hamon
1800 1813 Étienne-Pierre Barabé Noter
1816 1830 Jean-Baptiste Dugué-Latouche
1830 1831 Joseph Hossard
1831 1836 César-Marie-Pierre Brochard
1836 1840 Louis-René-Alexandre Hamon-Landelle
1840 1848 Jean-François Ledauphin-Dubourg[ Alvokad, barner
1848 1855 Hyacinthe Hossard
1855 Joseph Hossard
1870 1878 Ernest Le Dauphin Tu dehou Perc'henn douar
1878 1888 François Hamon[9] Grefier
1888 Le Dauphin
1904 Nourry
1915 06/10/1922 Firmin Boulanger[9]
11/1922 24/12/1922 Eugène Hallé[9]
02/1923 Henri Guilloux RG Barner a beoc'h
1944 1947 Henri Maudet Dizalc'h
1947 1995 Maurice Loisel Dizalc'h Mezeg
1995 01/2018 Jean-Pierre Dupuis DVD Mezeg-loened
01/2018 03/2026 Marcel Ronceray Dizalc'h Kelenner
03/2026 (2032) Claude Hamel Sterner er velestradurezh foran
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Emdroadur ar boblañs 1793-2023

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

• Andonioù : Cassini hag EBSSA


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. ↑ (fr) Décret n° 2014-209 du 21 février 2014 portant délimitation des cantons dans le département de la Mayenne • Legifrance. Kavet : 02/10/2026.
  2. ↑ (fr) Dauzat, Albert & Rostaing, Charles. Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Paris : Larousse, 1966 (ISBN 978-2-85023-076-9)
  3. ↑ (fr) Salbert, Jacques. La Mayenne des origines à nos jours . Saint-Simon-de-Pellouaille : Nouvelles Éditions Bordessoules, 1991, p. 272 (ISBN 978-2-903504-17-5)
  4. ↑ (fr) MemorialGenWeb. Kavet : 02/10/2026.
  5. ↑ (fr) Histoire de Landivy. Kavet : 02/10/2026.
  6. ↑ (fr) Les Juifs en Mayenne et l'antisémitisme, 1939-1945. Laval : Archives départementales de la Mayenne, 1997, pp. 16-17 (ISBN 978-2-86053-027-9)
  7. ↑ (fr) Ouest-France, 22/11/2015. Kavet : 02/10/2026.
  8. ↑ (en) Battle History – Third Batalion 358th Infantry.
  9. 1 2 3 Marvet e-kerzh e gefridi.