Mont d’an endalc’had

Sidkarr

Eus Wikipedia
Savet eo bet ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi.
Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
Ur sidkarr BMW R 51 e 1952
Ur sidkarr e Japan e 2013

Ur sidkarr zo ur seurt karr a zo stag ouzh kostez ur marc'h-tan. Diwar ar soazneg side-car, a dalv kement ha "karr" (car) "-kostez" (side).

Ar "c'harr-kostez"-se zo ur seurt kavell ma c'hall un den azezañ. Perzhioù mat zo d'ur sidkarr : gallout a reer bezañ ouzhpenn daou o vont gant ar c'harbed, ha mirout ar blijadur da vont war varc'h-tan memestra. Met perzhioù fall zo ivez : poan a vez o kavout plas er parkvaoù, diaes e vez tremen etre ar c'hirri-tan, hag all.

An den a veaj er baner a vez graet "ar marmouz" anezhañ. Ret eo d'ar "marmouz" ha d'ar bleiner dougen pep a dokarn pa vezont war an hent.

Bez' ez eus kalz seurtoù sidkirri hag aet eo kalz war-raok ar sevel anezho. Er penn-kentañ ne oa nemet ur marc'h-tan gant ur baner staget outañ met kemmet a-galz ez eo bet an traoù abaoe. Bremañ, an holl sidkirri (pe dost) ne c'hellont mui en em duañ. Pa vez gwelet unan a ra, sellet e vez muioc'h outañ eget a re all !

Touristerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez' ez eus ivez sidkirri evit an touristerezh. Meur a zoare zo, met unan, anvet Zeus zo kalz modernoc'h eget ar re all[1]. Savet eo gant ar merk Sidebike. Tommet eo, ha gallout a reer tennañ tout ar c'holoenn pa vez re domm an amzer. Sonerezh ha gouloù en deus ivez. Evit hemañ n'eo ket ur redi lakaat un tokarn evel ma 'z eo ret evit ar re all, rak graet eo bet ur gwiriadur "crash" dre lakaat gourizoù evel er c'hirri. Savet eo gant keflusker ur c'harr-tan, bet lakaet e koufr al logell, e lec'h dindan dibr ar marc'h-tan, al lec'h boas hag anavezet gant an holl. Bez' en deus ur stardell-dorn ha teir c'hambli evel en ur c'harr-tan. Krouet eo bet gant Peugeot ha n'eus ket kalz anezho : 800 er bed a-bezh ! An holl elfennoù-se a laka an dud, gounezet e gwir gant an div pe deir rod, da lâret n'eo ket ur gwir side-car.

Kenstrivadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kenskrivadegoù a c'heller ober ivez gant ur sidkarr.

Ur basset BMW, e 1968

Ar basset zo unan eus an doareoù d'ober kenstrivadegoù gant u sidkarr. Graet e vez ar redadeg war ur roudenn, evel hini ar c'hirri-tan. Ar pal zo ober un amzer gwelloc'h eget ar genstriverien all. Tennañ a ra d'ur fuzeenn kentoc'h eget d'ur sidkarr peogwir ez a buan-tre. Evit ober basset ez eo ret kaout un tokarn, ur frag ha manegoù. Ar paramantadur-mañ zo rediet hag eüruzamant : mont a ra ken buan ma c'hell bezañ grevus-tre pa kouezer. Evit seurtoù redadegoù ez eus daou zen : an eil o vleinañ hag egile o kempouezañ gant e gorf an nerzhioù kaset gant an tizh. Ret eo e vefe darempredoù mat etre ar bleiner hag an treizhad : fiziañs en egile a ranker kaout hag anavezout emzalc'h ar c'henskipailhad da vezañ efedus.

Side-car cross

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kampionad ar bed side-car cross e 2018

An doare-mañ da gemer perzh en ur genstrivadeg gant ur sidkarr zo dianavezet-tre met plijus-tre da sellout pe da redeg. Evit ar genstrivadegerien ez eo war ar memes pennaenn hag evit ar marc'hoù-tan pe ar c'hirri-tan : tremen a reer war dachennoù gwak, hag ar surentez a vez evezhiet mat. Aozet e vez en un doare ma vefe plijus d'an arvesterien sellet : ur sell hollek a vez klasket kaout, da lâret eo e vez lakaet al lec'hioù da sellet war an uhelder. Ur gwir arvest eo. Ar paramantadur zo heñvel dre vras ouzh hini ar basset, met kaletoc'h eo ar gwarezadurioù peurliesañ.

Bez' ez eus ur gevredigezh e Bro-C'hall a zo anvet ASF (Amicale Sidecariste de France). Kenstrollañ a ra al lodenn brasañ eus ar bleinerien sidkarr a zo e Frañs. Lodennet eo dre rannvro. Ur bloazlevr a vez savet bep bloaz, anvioù an holl goumananterien strollet ennañ. Ar mennozh dreist gant an doare-mañ eo gallout kaout sikourioù ma 'z eus kudennoù gant ar c'heflusker e pep lec'h e Frañs. Tiegezhel-tre eo ar gevredigezh, dre ma vez alies-tre bugale gant an dud.

Evit an dud a blij kalz dezho mont gant ur sidkarr ez vez aozet tolpadegoù evit kenlodiñ plijadur ar sidkarr. Graet e vez pourmenadennoù a-hed an deiz en ur ober ur pik-nik da greisteiz, a-raok kenderc'hel gant ar bourmenadenn hag echuiñ an deiz en ur zrebiñ en ur sal alies a-raok mont da gousket en deltenn bepred. Adkroget e vez an deiz war-lerc'h gant ar pourmenadennoù. Aozet eo e-pad dibennoù-sizun pe a-hed tri devezh. Bez' ez eus tolpadegoù a-hed ar bloaz, er goañv kerkoulz hag en hañv, ar pezh a cheñch eo an dud. Kavet e vez muioc'h a vaouezed hag a vugale e-pad an hañv eget ar goañv.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh.