Mont d’an endalc’had

Skrid

Eus Wikipedia
Krogit e-barzhĀ !
Un danvez pennad eo ar pennad-maƱ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiƱ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 

Anv ur gelaouenn vrezhonek ha hini un dastumadenn, an daou anezho krouet e-barzh Mouladurioù Hor Yezh, hag un ti-embann emren savet e 2000 eo bet Skrid. Strollet eo bet an daou verk evit sevel an ti-embann brezhoneg Barn ha Skrid.

Krouet eo bet Skrid evel un dastumadenn e-barzh Mouladurioù Hor Yezh diwar intrudu Pêr Denez a felle dezhañ embann ar skridoù savet gant e studierien. Kemeret e voe atebegezh an dastumadenn gant unan anezho, Alan Botrel, barzh ha skrivagner brezhonek, troour diwar ar c'hresianeg, ha deuet da vezañ kelenner e Rann keltiek Skol-veur Roazhon 2, da heul. Gwendal Denez, mab da b-Pêr Denez, ha kelenner er memes lec'h a zo atebeg an embann ivez.
Un eil dastumadenn, Barn he anv, a voe savet evit strollañ embannadennoù war ar skridvarnerezh. Oberenn Anke Simon, An emsav lennegel brezhonek hag an danevelloù berr eo bet levr kentañ an dastumadenn e 1998.

Politikerezh embann

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Barzhonegoù e-barzh ar gelaouenn "Skrid"

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]
  • Serr-noz keltiek (1976)
  • Ar simbol (1976)
  • Hag e c'hoarzhent (1977)
  • Eured daonet (1977)
  • Ar Werzhourien kazetennoù (1977)
  • Ar pod lastez (1978)
  • Gwerz Bobby Sands (1981)
  • Reel (1983)
  • Levenez Gouez (1983)
  • An hini kozh (1983)
  • Ar c'hast (1983)
  • Brighton (1984)
  • Mello (1984)
  • Da Mark ha Paul, daou Iwerzhonad yaouank eus Belfast (1984)
  • Matolod-tilher (1884)

Hag un danevell

  • An enkrez (danevell-83)

Etre 1987 ha 2000 ez eas war wel 8 levr embannet gant Mouladurioù Hor Yezh ha dispaket merk an dastumadenn Skrid warno (sellit ouzh pajenn an ti-embann). Barzhoniezh ha faltazi a veze kavet e-barzh. E-touezh an oberourien, studierien anezho war an dro, Anna Mouradova, ur rusianez hag ar vreudeur Tangi, Bernez ha Lan.

Goude bezañ bet un dastumadenn levrioù e voe aet Skrid da vezañ un ti-embann dizalc'h. Disklêriet eo bet ar c'hevarzhe d'an 14 a viz Gwengolo 2000 hag e Roazhon emañ ar sez sokial.[1] ha chañchet e anv da v-Barn ha Skrid da c'houde[2]. Krevredet eo e-barzh Kuzul ar Brezhoneg.
Pa seller ouzh katalog Barn ha Skrid dispaket gant Kuzul ar Brezhoneg e spurmanter meur a niverenn embanner e-kreiz an ISBN : re zo hini deroet da v-Mouladurioù Hor Yezh (86833), reoù all zo 95515. Aet eo levrioù kozh an div dastumadenn bet krouet e-barzh Mouladurioù Hor Yezh e kerz an ti-embann m'eo deuet e anvadur diouto.

Bez e voe un nebeud levrioù embannet didan ar merk embann Skrid, met o tispakañ un niverenn embanner diforc'h (95515) eus hini e di-embann tad (86863) :

  • Yorgos Seferis, Teir barzhoneg kuzh. Mithistorima, troidigezh Alan Botrel, 1994.
  • Giōrgos CheimĆ“nas, Ma beajoù-me, Enebour ar barzh, troidigezh Alan Botrel, 1995.
  • Konstantinos Kavafis, Barzhonegoù 1897-1933, troidigezh Alan Botrel, 1997.
  • Alan Botrel, Orea ha danevelloù al, Priz Langleiz 1999.

Embannet gant Barn ha Skrid pe gant ar merk golo (dastumadenn) Skrid pe Barn

2005
  • Kas ha lazh , danevelloù gant Itsc'hak Katsenelson, Kan war wallazhadeg ar bobl yuzevĀ ; Lamed Shapiro, E kĆŖr an AnaonĀ ; Perets Markish, Ar berniad, lakaet e brezhoneg diwar ar yideg gant Batia Baum ha Koulizh Kedez, kentskrid gant Koulizh Kedez, 196 p. Dastumadenn Skrid. ISBN 2-9525135-0-3. Titloù orinĀ :Dos lid fun oysgehargetn yidishn folk, In a toyter shtot, Di Kupe. Lennegezh yidek.
2007
2011
  • Bernez Tangi, Ar saouzanenn, 80 p. Dastumadenn Skrid. (ISBN 9782952513555). Priz Langleiz 2011. Barzhoniezh.
2016
  • Albert Camus, An estren, troet gant Erwan Hupel, 104 p. Dastumadenn Skrid. (ISBN 9782955154106). Romant.
  • Bernez Tangi, 1973, 142 p. Dastumadenn Skrid. (ISBN 9782955154113). Romant.
2017
2020
2022
  • Bernez Tangi, Ar rastellerezh bras, 88 p. Dastumadenn Skrid. (ISBN 9782955154175). Skiant-faltazi.

Niverenn embannerĀ : 95882

2025
  • Lan Tangi, Baloutchistan Zindabad!, 132 p. Dastumadenn Skrid. (ISBN 9782958827007). Danevell-beaj.

Pennadoù nes

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]