Mont d’an endalc’had

Reising M50

Eus Wikipedia
Reising Model 50
Skeudenn ar pennad Reising M50

Ur bistolenn-vindrailher Reising M50
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Pistolenn-vindrailher damaotomatek / aotomatek
Mont en-dro Tennata dre argil daleet
Munision .45 ACP
.22 LR (stumm M65)
Bloavezh krouidigezh 1940
Produer Harrington & Richardson
Mare produiñ 1941 - 1945
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,1 kg
Hirder 895 mm
Hirder ar c'hanol 279 mm
Perzhioù all
Tizh mont e-maez ar boledoù 280 m/s
Lusk-tennañ 550 tenn/mn
Endalc'h Karger fiñv 12, 20 pe 30 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ar bistolenn-vindrailher Reising a zo bet ijinet ha brevetaet gant Eugene Reising e 1940, ha produet gant an embregerezh armoù stadunanat Harrington & Richardson (H&R) e Worcester (Massachusetts). Implijet eo bet gant an arme stadunanat e-pad an Eil Brezel-bed, dindan an anv M50, evit pourveziañ soudarded al linennoù a-dreñv kentoc'h[1].

Deskrivadur hag implij

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur gward-aod stadunanat gantañ ur Reising M50, dezhi ur c'harger 12 tenn

Ur bistolenn-vindrailher dezhi daou vod-tennañ eo (damtomataek hag aotomatek), savet tro-dro d'ur wikefre luziet evit ar mare, dre argil berr daleet ha gant ur gulasenn vlodet. Kambret e oa he stumm orin e .45 ACP, ur munision hag a veze implijet e armoù standart all an arme stadunanat evel ar bistolenn Colt M1911 pe ar bistolenn-vindrailher Thompson. Endalc'h standart karger an M50 Reising a oa 20 kartouchenn, met reoù 12 tenn a voe produet evit ar pleustriñ ivez[2]. Krammenniñ a rae buan, hag an nebeud a esaeoù kaset ganti da vare emgannoù Guadalcanal e-mesk ar Marines ne zeujont ket a-benn da gendrec'hiñ an arme stadunanat[1]. Diwar neuze e voent roet kentoc'h da servijoù surentez an arme pe d'ar polis, peogwir e oa dereat he mont en-dro en un endro kêr[2]. Ouzhpenn 100 000 skouerenn a oa bet savet e-kerzh an Eil brezel-bed, hag a voe implijet dreist-holl gant gwarded-aod SUA. Un nebeud skouerennoù all a zafaras luioù Kanada, URSS, ha lod eus an nerzhioù kevredet all evit stourm a-enep nerzhioù an Ahel[3].

Pevar stumm disheñvel eus an arm a voe savet :

  • an hini diazez, ar Model 50 ;
  • ar Model 55, dezhi ul lamm plegus ;
  • unan damaotomatek hepken, ar Model 60[4], savet evit an nerzhioù surentez da gentañ ;
  • hag ur stumm pleustriñ e .22 Long Rifle anvet Model 65[2].
  1. 1 2 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp.214-215
  2. 1 2 3 (en) POPENKER Maxim, Reising M50 M55, Modern Firearms (lennet d'an 09/02/2025)
  3. ↑ Thomas B. Nelson, The World's Submachine Guns, TBN Enterprises, 1963
  4. ↑ Robert C. Ankony, "The US .45 Model 50 and 55 Reising submachine gun and Model 60 Semiautomatic Rifle," Small Arms Review, Jul.2008.
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan