Slayer
Slayer zo ur strollad thrash metal stadunanat savet e 1981 gant ar c'hitarourion Jeff Hanneman ha Kerry King. Anavezet eo Slayer evit bezañ ur strollad pennañ evit al luskad thrash metal, ha dreist-holl gant embann ar gantenn Reign in Blood e 1986 hag a zo bet anvet evel « ar gwellañ kantenn heavy a-holl-viskoazh ». Embarzhet e vezont e Big Four ar strolladoù thrash metal gant Megadeth, Metallica hag Anthrax. Oberiant eo ar strollad 25 bloaz goude e savidigezh.
Anavezet eo Slayer evit o doare sonerezh dibar, ha perzhioù evel an tremolo picking, o soloioù gitar, o double bass drumming (mandore doubl) hag ar cāhan yudet. Kanaouennoù ha goloioù ar strollad, levezonet gant dodennoù evel al lazherion a steudad, ar satanegezh, ar relijion, ar brezel hag al Loskadeg o deus kaset karezerezhioù, daleoù, prosezoù ha burutelladennoù kreƱv a-berzh ar strolladoù relijiel hag ar c'hevredig.
Daoust da voemerezh ar gitarour Jeff Hanneman evit an naziezh alaman, da zisklĆŖriadurioù cholorier ar gitarour all Kerry King (hag a aprou dre vras ar cāhastiz a varv ha gwerzh frank an armoù tan) ha d'an dodennoù erouezet ganto, nāemaƱ ket Slayer ur strollad moederezh. Ar cāhaner Tom Araya zoken en em zisklĆŖr kristen (dibleustr).
Abaoe o lerc'hwezadur kentaƱ e 1983 en deus ar strollad embannet div gantenn live, ur box set, dek pkantenn studio ha gwerzhet pevar milion a gantenn er Stadoù-Unanet. Anvet eo bet div wech ar strollad dāar Grammy Awards ha garedonet e 2007 evit o cāhanaouenn Eyes of the Insane.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1981-1982 : an deroù
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]En em stumm a ra Slayer e 1981 pa gej ar gitarour Kerry King gant Jeff Hanneman e-pad un andavadenn evit ur strollad. Kendorniet e vez an izgitarour ha kaner Tom Araya hag en doa senet endeo gant King en ur strollad anvet Quits, hag an tabouliner Dave Lombardo, hag a gej ouzh King o tegas dezhaƱ ur pizza. KregiƱ a ra ar strollad da adsenniƱ kanaouennoù Iron Maiden ha Judas Priest e kluboù ha festoù e su Kalifornia. An abadennoù kentaƱ a zaveont dāar skeudennerezh satanek gant pentagrammoù, dremm-livaj ha kroazioù eilpennet.
E 1982 e lerc'hwez Slayer e demo kentaƱ ā ur bleustradenn gant ar cāhanaouennoù Fight Till Death, Black Magic ha The Antichrist. Skignet-bras e voe an demo er metou underground, ha pedet e voe ar strollad da zigeriƱ sonadeg ar strollad Bitch er Woodstock Club e Los Angeles. Dāar poent ma sennont Phantom of the Opera e voent remerket gant Brian Slagel, un ez-sonvarnour hag en doa savet Metal Blade Records nepell āzo. Enroll a reas Slagel ar ganaouennen Aggressive Perfector hag a zeuas war-well war an dastummadeg Metal Massacre III, embannet e miz Gouere 1983. Da heul ur berzh mat e kas Slagel Slayer da sinaƱ evit ul label.
An oad aour : ar bloavezhioù 1980
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Slayer a zo unan eus ar bonstrolladoù an thrash metal. Lerc'hwezet e voe ar gantenn gentañ e 1983 : Show No Mercy a zo ur doareenn dibar gantañ e kantennroll ar strollad dre levezon ramz an Heavy Metal klasel (ar pezh a vez merket er soloioù). Daoust da se en em zistag ar strollad abaoe an derou dre e varregezh da seniñ ur sonerezh metal founnus hag argadus. E 1984 eo lerc'hwezet ganto ar gantenn anavezet re nebeut hag ispriziet, Hell Awaits. Teñval, amyac'h ha feuls, desellet eo pizh hiziv an deiz evel ur gantenn pouezus-bras e diorroadur ar Metal eizhañ.
Etre an div gantenn-maƱ e voe produet ur gantennig (Haunting The Chapel) hag ar gantenn-leurenn Live Undead. Lavaret e vez e ve bet ar gantenn-maƱ lerc'hwezet en ur studio hag ouzhpennet efedoù āLiveā e-pad ar cāhemmeskaj. Hiziv an deiz cāhoazh e vez nacāhet displegadennoù gant ar strollad, daoust dāar fed e vez gouezet bremaƱ e oa e gwirionez ul lerc'hwezad aozet e sal-bleustriƱ ar strollad, an arvesterion o vezaƱ 4 soner mignon dezho.
1986 a zo ur bloavezh penn a-raok evit ar strolladĀ : gortozet eo an o trede kantenn hag ankeniet eo ar faned. An abegĀ : produer ar gantenn, Rick Rubin e anv, a zo ur produer rapĀ ! EmaƱ an disocāh en tu all dāar pezh a oad o cāhortozĀ : 10 ganaouenn o padout nebeutocāh evit 30 munutenn en holl dāan holl, ur feulster sonerezhel dibar, ur fonnusted digredusĀ : Reign in Blood a reveulzi an thrash metal dre e zihegarated dibar dāar mare. Buan ne cāheller ket mui tremen e-biou dāar gantenn-maƱ hag a levezono rummadoù a sonerion. Ouzhpenn-se e e merk ar gantenn-maƱ penn-kentaƱ ur mare a dabut diwar-benn ar strollad en abeg da bozioù ar ganaouenn "Angel Of Death" hag a ziskriv griziesterioù ar mezeg nazi Josef Mengele en Auschwitz.
Kendercāhel a reas ar cāhenlabour gant Rick Rubin war ar c'hantennoù da-heul. E 1988 e voe souezhet un tamm mat ar faned gant ar gantenn South Of HeavenĀ : sioulocāh, hesonekocāh ha dreist-holl gorrekocāh eo, memes o chom ur gantenn trash metal. Ar gantenn war-lercāh, Seasons in the Abyss, embannet e 1990 a voe eil gantenn glasel ar strollad, a ziskouezas Slayer en ur mod nevez, paƱvrekocāh, daƱvez krouiƱ ganto, oc'h arveraƱ ur meskaj etre kanaouennoù fonnus ha feuls ha re all pounerocāh hag amyac'hoc'h. Daoust da Reign In Blood bezaƱ gwelet evel kantenn wellaƱ Slayer, ul lod eus ar faned a gav gwell Seasons in the Abyss evit e soutilded hag e liesseurtiezh brasocāh.
E 1991 ez embannas Slayer ar gantenn-daouac'h live Decade Of Agression, hag a aotreo dāar strollad dāober un ehan goude bloavezhioù tremenet da labourat start. Ar gantenn-maƱ, anadlabouret en ur studio, a ziskouez talvoudegezh-leurenn ar strollad hag un doare disheƱvel eus ar cāhanaouennoù sennet ganto e-keƱver al lerc'hwezaƱ er studio. MerkaƱ fin ur mare a ra ar gantenn-se, abalamour da zerou un distabilded a-berzh an daboulinerion (an tabouliner kentaƱ Dave Lombardo o vezaƱ skarzhet hag ad-embarzhet alies a-walcāh).
Abaoe ar bloavezhioù 1990
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]Ret e voe gortoz 3 bloaz a-raok ma tistrofe Slayer gant ar gantenn Divine Intervention, embannet e 1994 ha produet adarre gant Rick Rubin. Gant ar gantenn-maƱ e arnevez ar strollad e zoare broduadur met adalek aze e voe ivez penn-kentaƱ un disrann etre ar faned, reoù o kregiƱ da soƱjal ned ae ket mui ar strollad war-raok hag e chomfe hep mont pellocāh. Adlocāhet e voe an tabut ivez abalamour dāar ganaouenn "SS-3" o tegas ar gaoz en-dro war ar griziesterioù nazi.
E 1996 e voe lerc'hwezet Undisputed Attitude, un dastummadeg a sonadennoù kanaouennoù punk o testiƱ eus o levezonioù. Daoust dāhe gwriziennelded eo ar gantenn-maƱ an hini karet an nebeutaƱ e-touez kantennoù Slayer, en abeg dāhe doare marzel-kenan e kantennrolladur ar strollad.
Ar gantenn Diabolus in Musica, embannet e 1998, a gasaas ar strollad da zaskemmaƱ o doare sonerezh dre enstrolladaƱ tammoù a sonerezh Hardcore enni. En ur mare sonerezhel a Neo metal, e klaskas Slayer dāen em arnevesaat gant ur son nevez, kaset dreist-holl gant Jeff Hanneman, sonaozour pennaƱ ar gantenn-maƱ. AmaƱ cāhoazh e voe burutelladennoù disheƱvel o komz eus ar bladenn, reoù o kavout anezhi dreistordinal, re all o kavout e oa dizellezek a-berzh ur strollad evel Slayer.
Navet kantenn ar strollad, God Hates Us All, a vo doare dāur gendarvoud gaezh, abalamour ma vo embannet dāan 11 a viz Gwengolo 2001, hag e diverz e tremeno en abeg da se.
Dāan 25 a viz Du 2003 e voe embannet Soundtrack To The Apocalypse, un dastumadeg a 4 c'hantenn gant 74 kanaouenn en holl dāan holl.
Dāan 8 a viz Eost 2006 e oa embannet dekvet pladenn studio SlayerĀ : Christ Illusion. Eno e cāheller adkavout levezonioù ar c'hantennoù Reign in Blood ha Seasons in the Abyss mesket da re God Hates Us All. Disrannet e voe ar c'hevredig etre, deus un tu ar re a wel ar bladenn-maƱ evel un distro dāar mareoù kentaƱ hag ar re all o komz eus un adlavared a-berzh ar strollad. Ar pezh a brou emaƱ cāhoazh Slayer hiziv an deiz ur strollad ken pouezus e metou ar sonerezh Metal.
Stummadur
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]
Kantennroll
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kantennoù
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]
|
|
Videoioù
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- Live Intrusion (VHS, 1995)
- War At The Warfield (DVD, 2003)
- Still Reigning (DVD, 2004)
Liammoù diavaez
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- (en) Load kefridiel
| Ā Ā Slayer |
|---|
| Tom Araya | Jeff Hanneman | Kerry King | Dave Lombardo |
| Pladennrolladur Slayer |
| Pladennoù: Show No Mercy | Haunting the Chapel | Hell Awaits | Reign in Blood | South of Heaven | Seasons in the Abyss | Divine Intervention | Undisputed Attitude | Diabolus in Musica | God Hates Us All | Eternal Pyre | Christ Illusion |
| Pladennoù-leurenn: Live Undead | Decade of Aggression |
| Dastummadegoù: Soundtrack to the Apocalypse |
| Videoioù ha DVDoù |
| Live Intrusion | War at the Warfield | Still Reigning |
| Rummad:Kanaouennoù Slayer |
| "Angel of Death" | "Raining Blood" | "Eyes of the Insane" | "Jihad" |
