Andrew Jackson
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | Andrew Jackson |
| Anv-bihan | Andrew |
| Anv-familh | Jackson |
| Moranv | Old Hickory |
| Deiziad ganedigezh | 15 Meurzh 1767 |
| Lec'h ganedigezh | Waxhaws |
| Deiziad ar marv | 8 Mezheven 1845 |
| Lec'h ar marv | The Hermitage |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | heart failure |
| Lec'h douaridigezh | The Hermitage |
| Tad | Andrew Jackson |
| Mamm | Elizabeth Hutchinson |
| Pried | Rachel Jackson, Rachel Jackson |
| Bugel | Andrew Jackson Jr., Lyncoya Jackson |
| Yezh vamm | saozneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Lec'h labour | Washington D.C. |
| Strollad politikel | Strollad Demokratel |
| Bet war ar renk da vezañ dilennet | 1828 United States presidential election, 1824 United States presidential election, 1832 United States presidential election |
| Statud sokial | slave owner |
| Relijion pe kredenn | Presbyterianism |
| Kleñved | torzhellegezh |
| Grad milourel | jeneral |
| Brezel | Brezel 1812 |
| Skour lu | United States Army |
| Ezel eus | American Antiquarian Society |
| Darvoud-alc'hwez | posthumous birth |
| Prizioù resevet | Congressional Gold Medal |
| Deskrivet en URL | https://www.factinate.com/history/when-these-historical-figures-were-alive-history-adored-them-time-exposed-their-darkness/ |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |

Andrew Jackson a zo bet seizhvet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika etre 1829 ha 1837.
Ganet e voe e 1767 e Waxhaw, e South Carolina. E 1796 e voe dilennet da ezel e Kendalc'h ar Stadoù Unanet. Met en arme eo e teuas brud dezhañ, evel jeneral : trec'h e voe an arme stadunanat, renet gantañ, war hini Breizh-Veur en Emgann Orleañs Nevez e 1815 ; e 1817 e voe aloubet Florida gant e soudarded ha skarzhet ar Spagnoled alese ; hag er bloavezhioù 1820 ha 1830 e reas brezel ouzh an Amerindianed evit skarzhañ anezho eus douaroù reter ar Stadoù Unanet ha kas anezho en tu all d'ar Mississippi. Meur a zek mil Indian a voe lazhet e-pad ar brezelioù-se, en emgannoù pe e kampoù-bac'h ha meur a zek mil all a voe skarzhet eus o douaroù da vont da Oklahoma ha da lezel plas d'ar re wenn. "Kontell Lemm" e voe lesanvet Jackson gant an Indianed, en abeg d'e grizder. Hiziv an deiz c'hoazh ez eus Amerindianed a nac'h implij ar bilhedoù 20 dollar, abalamour ma weler penn Andrew Jackson warno.
Eus 1821 da 1823 e oa gouarnour Florida hag e 1823 e voe dilennet da senedour. Dilennet e voe da brezidant ar Stadoù Unanet e dibenn 1828, hag an Demokrat kentañ e voe o vezañ anvet da brezidant.
Mervel a reas e 1845 e Nashville, e Tennessee, d'an oad a 78 vloaz.

| |||||||
|
1789 : G. Washington |
1845 : J. K. Polk |
||||||
| (gwelet ivez : Stadoù-Unanet Amerika • Ti Gwenn) | |||||||